Arabeg Maroko

Ur yezh semitek ar c'hreiz eus is-skourr ar yezhoù arabek eo an arabeg Maroko komzet gant tro-dro da 19.542.000 a dud en holl e Maroko (18.800.000 den e 1991 pe 65% eus ar boblañs) ha gant kumuniezhioù ezbroidi bras pe vrasoc'h e Belgia, Egipt, Frañs, Alamagn, Jibraltar, an Izelvroioù hag er Rouantelezh-Unanet.

Seizh rannyezh ez eus:

  • hini Rabat-Casablanca
  • hini Fez-Meknes
  • hini Tanjer
  • hini Oudja
  • Jebelieg (jbala pe jebli)
  • hini su Maroko
  • hini Marrakech

Levezonet-don eo bet gant ar berbereg, ar galleg hag ar spagnoleg.


Developed by StudentB